àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dijolein bed ar c'hezeg e Greoù Stad an Henbont

Dijolein bed ar c'hezeg e Greoù Stad an Henbont

A-hed ar blez e vez degemeret tud er mirdi eno. Ha muioc'h c'hoarh e-korv an hañv sur-walc'h. Traoù a-bep seurt 'zo keunniget ha pa vehe brav pe fall an amzer. Bep blez e vez un arvest get kezeg iwez. Ar blez-mañ emañ bet degemeret Jean-François Pignon, get e arvest anvet « Libertad ». Savet eo bet e 2008 get Pierrick Furic ha diskwezet eo evit ar wezh-ketañ e Breizh, àr-lerc'h bout graet tro an Europ. Betag an triwec'h a viz eost e vo keunniget an abadenn teir nozwezh bep sihun. Gwenegan Caouissin a laboura e mirdi Greoù stad an Henbont, reiñ a ra deomp un tanva d'an arvest, doh mikro Yaelle ar Mouel. www.haras-hennebont.fr/ Foto : an arvest ///Libertad///

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio