Stennietoc'h eo ar fransizen gant an enkañ
E kreiz miz Du 'oa diskouezhet gant un enklask kaset gant "Sante publique France" 'oa ankeniet, stennet 27% eus an dud bet goulennataet 'blam d'ar prantadoù kefinañ. Kement-mañ eo efedoù gwask ar c'hleñved-red hag an holl reolennoù da strishaat frankiz an dud 'zo bet lakaet e pleustr gant ar gouarnamant 'vit talañ ouzh red ar C'hovid 19. Psikologour eo Clement Guillanton. Degemer 'ra tud 'ba e gabined 'ba Montroulez da lakaat ar gaoz war o diaezamantoù, diaezamantoù c'hall bout gwasoc'h da vare ar prantadoù kefinañ. Emañ ouz mikro Erwan Blanchard.