Deskiñ ha kelenn gant Discord!
Ur bern kreizennoù stummañ 'zo 'ba Breizh evit deskiñ brezhoneg. Gant Roudour, Stumdi, Skol an emsav ha kevredigezhoù all 'zo kinniget a bep seurt stummadurioù pe 'vefen hir pe kentelioù noz. Met gant ar prantad bac'hañ eo cheñchet an doare da derc'hel ar stummadurioù-se. Ranket 'neunt ar c'hevredigezhioù 'ro kentelioù ijinañ doareoù da labourat a-bell. Stumdi 'neus divizet kas e stummaduriù dre ziscord, da skouer, da vare ar prantad-klozañ kentañ. Discord 'zo ul lec'hienn internet hag un arload, ur sort etrefas, a zo bet krouet evit c'hoarierion c'hoarioù video dreist-holl, dezho gellout komz etreze: dre-skrid pe dre-gomz, un doare chat eo benn ar fin.
Disadorn oa dalc'het un devezh stummadur Pevarlamm, ur stummadur dre gentelioù noz (teir eurvezh bep sizhun ha dek devezh leun dindan ar bloaz), e kreizenn Amzer-Nevez e Plañvour, 'kichen an Oriant. Goude teir sizhunvezh dre ziscord. Padrig Drean 'zo stummer. Displegañ a ra deomp penaos eo al labour get al lec'hienn-mañ. ouzh mikro Yuna Cojean.