àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Votet eo bet ar yezhoù bro gant ar senedourien!

Votet eo bet ar yezhoù bro gant ar senedourien!

Al lezenn evit ar yezhoù bro a zo bet votet gant ar Senedourien diriaou. Al lezenn-mañ oa kinniget get depute ar Morbihan Paul Molac. Ar Sened neus degemeret an destenn, diouzhtu, da geñver al lennadenn gentañ. Ar mennad nav, da skouer, a zigemer ar sinoù « diacritiques » er stad keodedel, e « Etat civil » ma karit.. Da lavaret eo, a-drugarez d'ar mennad-mañ, e vo posubl skrivañ an anv bihan Fañch gant un "n" tilde. An destenn oe bet votet er breujoù e miz C'hwevrer tremenet met ur bern elfennoù a oe bet cheñchet pe skarzhet. Met benn ar fin neus ouzhpenet ar Sened mennadoù e-barzh al lezenn. Un tamm displegadennoù get Paul Molac, depute, deus mikro Yuna Cojean. Klevet 'peus Paul Molac, depute ar Mor-Bihan, eus ar strollad « Liberté et Territoire ». Kaset 'vo bremañ, an destenn d'ar breujoù, d'ar gannaded studiañ ha votiñ pe get 'nezhi e miz ebrel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio