àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Coucher de sommeil", ur bladenn da rozellat arc'hant evit ar repuidi

"Coucher de sommeil", ur bladenn da rozellat arc'hant evit ar repuidi

Pemp migon o deus enrollet ur bladenn kengret, evit sikour familhoù repuidi. N'int ket sonerion a vicher met savet o deus ur bladenn da degas arc'hant d'ar c'hevredigezhoù a sikour ar repuidi, da laret eo RESF, réseau éducation sans frontières. 'Ba pladenn «  Coucher de sommeil » 'kaver rimadelloù ha kanaouennoù da luskellat eus ar bed a-bezh. Aline Lemasson 'zo ezel eus rann RESF Pondi. Displegañ a ra deomp petra 'zo e-barzh ar bladenn-mañ, ouzh mikro Yuna Cojean. Diaes eo ar prantad klozañ evit ar c'hevredigezhoù. N'eo ket posubl dezho sevel darvoudoù. Evit gounit un tamm argant, 'zo bet produet chug avaloù da vezan gwerzhet. Klask a ra, ivez, tier evit degemer ar repuidi... Evit kaout muioc'h a ditouroù ha sikour RESF-Pondi, kit war bajenn facebook RESF pe dre vail.: resf-paysdepontivy@protonmail.com.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio