àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

'Ba skolajoù ha liseoù Diwan eo animatourien ha n'eo ket evezherien 'ra war dro an dud yaouank!

00:00 / 00:00

'Ba skolajoù ha liseoù Diwan eo animatourien ha n'eo ket evezherien 'ra war dro an dud yaouank!

Ar sizhun dremenet e oa manifestet gant ar skoazellerien-deskadurezh er skolajoù ha liseoù publik. Goulenn a raent bezañ cheñchet o statud, ha gellet kaout gwir karierennoù gant o micher. Ar re a vez gwelet evel evezhierien a c'houlenne ivez bezañ anavezet gwelloc'h o micher. Er skolajoù ha liseoù Diwan, padal, n'eus ket deus ar vicher-se. E plas zo bet ijinet ur vicher all, an hini a gasour. Met petra eo an diforc'h etre an div ? Bleuenn Raynaudon Kerzerho a zo kasourez dibaoe un nebeut bloavezhioù, hag ar bloaz-mañ e labour hi e skolaj Diwan Jakez Riou, e Kemper. Emai deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio