àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

1977 : sinet Karta Sevenadurel Breizh gant Valérie Giscard d'Estaing

1977 : sinet Karta Sevenadurel Breizh gant Valérie Giscard d'Estaing

Aet eo Valerie Giscard d'Estaing d'art bed all ar sizhun dremenet. d'an oad a 94 vloaz! Prezidant Republik Bro-C'hall 'oa bet, da heul Jorj Pompidou, etre 1974 ha 1981. Marv ar prezidant kozh 'zo un digarez da lakaat ar gaoz war Karta sevenadurel Breizh 'oa bet kroet 'pa 'oa Giscard d'Estaing 'ba penn ar Stad C'hall. A-drugarez d'ar garta se 'oa bet anavezet personelezh sevenadurel dibar hor bro. Sinet 'oa bet d'ar 4 a viz Here 1977 gant Stad Bro-C'hall, Rannvro Breizh hag ar pemp departamant 'ya d'ober Breizh. Gant Valerie Giscard d'Estaing 'oa bet ofisializet ar garta d'an 8 a viz C'hwevrer da geñver ur brezegenn 'noa embannet 'ba Ploervel. Gant Tangi Louarn 'oa ezel eus Skol an Emsav d'ar poent se, ha prezidant Kevre Breizh an deiz a hudu, 'vo kontet deomp un tamm eus istor ar garta se. A-drugarez d'ar Garta 'oa bet kroet ensavadurioù da difenn sevenadur Breizh ha yezhoù ar vro: brezhoneg ha gallaoueg. Savet 'oa bet Kuzul Sevenadurel Breizh ha Skol Uhel ar vro. Ledanaet, un tamm, plas ar brezhoneg 'ban abadennoù tele skignet gant FR3. Brezhoneg 'oa bet silet 'ba programmoù an deskadurezh Stad 'ba Frañs hag evel just 'oa bet digoret ar skolioù Diwan kentañ. Gant ar garta 'oa anavezet sevenadur Breizh, sur dac'h, met ivez arc'hantet ar raktresoù 'oa kaset gant an emsav sevenadurel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio