Surentez hollek : ouzhpenn ar pennad 24 'zo !
Un tamm mat a vanifestadegoù a-enep d'al lezenn war ar surentez hollek 'zo bet 'kerzh an dibenn sizhun 'mañ. Manifestadegoù a-enep d'al lezenn met dreistholl evit ar Frankiz. Diwar galv 27 aozadur politikel, kevredigezhel ha sindikad 'oa ur mil bennaket a dud 'war ar straedoù 'ba Brest digwener. Ganto 'oa goulennet paouez gant ul lezenn 'ya kontrol frankiz bugel den. Lakaet 'oa ar gaoz war ar mennad 24 'yaio da chench al lezenn war ar frankiz da gelaouiñ met pas hepken 'vel just. Hervez Jakez, goude bout lennet al lezenn, 'vefe Stad Bro-C'hall gant ar soñj mont beket privatizañ ar surentez. Gant Erwan Blanchard.