Ur vered kozh a 3 800 vloaz e Plougonvelen
Furchadennoù 'zo kaset gant arkeologourien d'ar mare-mañ 'ba Plougonvelen 'bar ur vered 'oa savet da boent oad an arem. Ur vered 'oa anvet dija kar dizoloet 'oa bet ur bez evit ar wech kentañ e 1958. Ar bloaz-mañ 'zo bet kavet ganto eskern 'yae d'ober korf un den 'oa marvet 3800 vloaz. Beket an 11 a viz Kerdu 'vo kendalc'het gant arkeologourien an INRAP, 'ba Roazhon, o labour furchal. An necropolis 'oa dindan 20 santimetr douar hepken. Gant al labourioù eo intereset annezidi Plougonvelen 'zo, 'vel Reunan Mogn.. Un tamm sell gantañ war ar chanter. Gant Erwan Blanchard.
Ur wech echu ar furchadennoù gant an arkeologourien 'vo dalc'het un nebeut bezioù gant kêr Blougonvelen. Diskouezhet 'vefont 'benn nebeut 'ba kreñvlec'h Bertheaume...