Biken bezañ difennet mont d'ar mor ken
Dec'h e oa ur strollad tud war draezhenn Keragan e Plañvour da c'houlenn gellet mont en dour en dro. A hed miz Du ne oa ket aotreet d'an dud mont er mor. Dibaoe prezegenn ziwezhañ Emmanuel Macron dimeurzh padal, e c'heller disparc'hañ er maez en dro. Keloù mat evit ar vretoned ha n'o doa ket gellet surfiñ dibaoe pell amzer. Met n'eo gwir evit poent nemet evit ar re hag a zo o chom dindan 20km deus ar mor. Un nebeut kantadoù a dud o doa respontet dec'h da c'halv ar strollad « Grit ar mor domp en dro ». Displegiñ a ra Steven perag e oa dalc'het gant an vanifestadeg daoust m'eo bet aotreet ar surf en dro. Emañ deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.