Tomaz Godin, un engraver o vont war raok daoust pep tra
Kenderc'hel 'ra Tomaz Godin da vont war raok gant e labour engravour en desped d'ar c'hovid 19. Nullet eo bet an diskouezhadegoù 'oa en soñj kinnig 'ba Manille 'ba Bro Filipin, 'ba Londrez 'ba Bro-Saoz pe c'hoazh 'ba Cannes 'ba kreizteiz Bro-C'hall. Startoc'h eo dezhañ gwerzhañ oberennoù d'ar mare-mañ sur deoc'h! Ur c'heloù mat 'zo 'vit an engarvour: gant ar stal Drouot,dre internet, 'vo gwerzhet ul lodenn eus e daolennoù 'benn 2021. Da c'hortoz, an arzour yaouank 'zo staliet e atalier da engravañ 'ba Landerne 'neus divizet gwellaat e dafar labour. ha klask mont pelloc'h pellañ. Ur pennad kaoz gant Erwan Blanchard.