àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gant pennad 24 ar c'hinnig lezenn war ar Surentez Hollek, zo riskl ma vo kontrollerezh war ar skeudennoù

Gant pennad 24 ar c'hinnig lezenn war ar Surentez Hollek, zo riskl ma vo kontrollerezh war ar skeudennoù

Hiriv er Vodadeg Vroadel, goude ar prantad goulennoù savet digant ar gouarnamant, e vo votet gant ar gannaded war ar raktres lezenn war ar Surentez Hollek. Ar sizhun dremenet e voe lennadeg kentañ an destenn er Vodadeg. Ha dirgwener da noz oa bet votet ar pennad 24 outi, ar pennad-se hag a sav enepstañ enebiezh ar gazetennerien, dilennidi an tu kleiz, kevredigezhioù difenn giwrioù Bugel-den evel an LDH, Difennerez ar Gwirioù Claire Hedon, pe c'hoazh keodedourien a bep seurt, nec'het gant an dro ma kemer an traoù da geñver ar gwirioù e Frañs. Kastizet vo gant ar pennad-se an dud hag a skigno skeudennoù deus an archerien o klask ober droug dezho. Kontrol d'ar pezh a voe bet diskleriet gant Ministr an Diabarzh Jerald Darmanin, ne vo ket difennet ober skeudennoù war ar prim deus doareoù ar boliserien hag ar jañdarmidi en o labour. Mez ar riskl a zo, ma tegaso kontrollerezh, deus perzh an archerien, met ivez deus perzh ar gazetennerien o-unan. Setu testenni ur gazetennerez deus ti Frañs3, Muriel ar Morvan, o skeudenniñ ar riskl-se. Manifestet e oa disadorn e Brest gant Muriel ar Morvan ha muioc'h eget mil den all, da vont enep ar raktres lezenn-se. Aonet int lâr yall ar seurt degouezhioù war liesaat gant ar c'hinnig lezenn war ar surentez hollek. Rebechet vez d'al lezenn-se ouzhpenn an dra-se gwashaat an disfi a zo braz dija deus perzh ar boblañs da geñver nerzhioù an urzh, oc'h ober un diforc'hidigezh a wir el lezenn, evit an archerien. Evit difennerezh ar gwirioù Claire Hedon, ouzhpenn bezañ dañjerus evit ar frankiz kazetenniñ, ne selvij ket ar pennad-se da netra, pa vez kavet testennoù lezenn o kastizañ an dud a ra fallimplij deus ar skeudennoù er C'hod Kastizel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio