Al labour en toull-bac'h da vare ar c'hovid 19
E-pad ar prantad klozañ kentañ 'oa serret ar salioù da gomz en toulloù-bac'h. An aotre da vont er-maez 'oa bet nullet ivez. Reolennoù nevez 'zo evit an eil prantad. Serret eo al levraouegoù hag an oberezhioù sport. Met digor eo ar stalioù da gomz hag an oberezhioù er-maez. Kaourantin Peres 'zo animatour sevenadurel en toull-bac'h 'ba Roazhon ha 'ba Vezin. Labourat a ra e ti digemer anvet "Ti Tomm" a zo savet gant ar gevredigezh "Brin de Soleil". Pal Ti Tomm 'zo ambrougiñ, skoazelliñ ha kelaouiñ ar familhoù diàr-benn ar vuhez en toull-bac'h. Kaourantin Peres a ra war dro, ivez, ar vugale n'o deus ket ar gwir mont d'ar sal da gomz, pe n'o deus ket c'hoant. "Ti Tomm" a sav un tremen etre an diavaez hag an toull-bac'h. Met serret eo Ti Tomm e-pad ar prantad-klozañ peogwir eo ul lec'h hag a zegemer tud. Memestra e kendalc'h da vont en-dro ar sal da gomz. Un tamm testeni gant Kaourantin Peres ouzh mikro Yuna Cojean.