Dibaoe pemzekteiz emañ ar studierien o studiañ deus a-bell
Kontrol d'ar maread enkañ kentañ eo chomet al liseoù hag ar skolajoù digor evit d'an dud yaouank geller heuliañ ar c'hentelioù. Ar Skolioù-Meur padal, a zo int bet sarret, hag e vez aozet ar c'hentelioù deus a-bell. Penaos e vev ar studierien o eil maread enket er gêr ? Antoine Le Feé a zo en e eil bloavezh studioù war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2. Reiñ a ra e soñj war ar mod ma tremen ar c'hentelioù evitañ. Emañ deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.