Palestinia : digoret vo an darempredoù en dro gant Stadoù-Unanet Joe Biden
Cheñch a raio moarvat dilennadeg Joe Biden da brezidantelezh ar Stadoù-Unanet ar mod ma troio ar bed. Er Reter-krenn eo disammet ar Balestinianiz un tammig, o welet Donald Trump war an hent da guitaat an Ti-Gwenn. E kerzh ar pemp bloavezh m'eo bet e penn ar vro, eo bet labour Donald Trump a-dro da Israel. En despet da ali ar gumuniezh etrevroaldel 'n eus ar Stadoù-Unanet anavezet Jeruzalem evel kêr-benn Israel e miz Kerzu 2017, ha dilojet eo bet o c'hanad-ti eno. Daou vloaz war lerc'h e rae ar prezidant stadoù-unanad ur prof all da Israel. Dre ur « Steuñv ar Peoc'h » a-benn renkañ an disemglev etre Israel ha Palestin kinniget e miz Genver 2020, 'n eus Donald Trump embannet e vefe roet da Israel en ofisiel an takadoù trevadennet ganti e Sisjordania.
Youenn Jardin, deus ar gevredigezh AFPS, a zo deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.