àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Arabat eo d'ar vaksiñ enep ar c'hovid-19 bezañ ur redi, a soñj medisined 'zo dezho

Arabat eo d'ar vaksiñ enep ar c'hovid-19 bezañ ur redi, a soñj medisined 'zo dezho

Kalz trouz 'zo dibaoe kemenn zo bet kavet ur vaksiñ nevez marteze a-enep kleñved ar C'hovid-19. Ar stal apotikerezh Stadoù-Unanad Pfizer en deus lâret eo efedus e vaksin e 90% deus an degouezhioù. Met ne vo ket lakaet deus implij diouzhtu. Chom a ra dezhañ da dremen ur prantad-amprouiñ. Tri frantad 'zo evit amprouiñ ha krouiñ ur vrec'h. An hini a-enep ar c'hovid 'zo er fazenn dri. Met an hent 'vo hir c'hoazh a-raok kaout ar vaksiñ-mañ e ti an apotikerien. Peseurt soñj zo gant medisined ar vro war an danvez vaksiñ-se ? Yuna Kojan a zo bet o c'houlenn o ali gant daou outo : Benjamin Franckaert, medisin hollegour e Sizun, hag Evelyne Lozac'h, medisinez e Lannuon.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio