àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Prao Cargo", ur raktres bag marc'hadourezh dre lienn

"Prao Cargo", ur raktres bag marc'hadourezh dre lienn

Prao Cargo 'zo raktres nevez Ingalañ, ar gevredigezh a labour evit sikour ha dioren ar c'hoñvers reizh lec'hel hag etrevroadel. Ar pal eo sevel ur vag-dre-lienn evit treuzdougen mac'hadourezh. Ar vag 'vo gant un doare « Prao », da lavaret eo savet deus mod bro Indonezia. 24 metrad a raio. Labouret 'n oa ar gevredigezh war ar transporchoù dre-lienn dija, gant un doare ekologel. Dibaoe ur bloaz hanter eo kroget ar raktres Prao Cargo. Antoine Porteneuve, ezel ar gevredigezh Ingalañ, a zispleg deomp penaos eo ganet ar raktres. ouzh mikro Yuna Cojean. Daou studier eus skolioù arkitektouriezh-bigi Naoned a sav tresadennoù ar vag. Liammoù a vez savet gant ar raktres « Prao Cargo » etre Ingalañ ha kevredigezhioù all, skolioù ha stalioù. Met a-raok gwelout ar vag war ar mor, e dav da Ingalañ kavout arc'hant.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio