àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un Telethon ispisial evit ar bloaz-mañ e bro Gwitalmeze...

Un Telethon ispisial evit ar bloaz-mañ e bro Gwitalmeze...

'Benn penn kentañ miz Kerdu 'vo aozet an Telethon, . an abadenn veur war an tele d'an nebeutañ. Kar ar bloaz-mañ 'vo ket aotret sevel gouelioù lec'hel bras en diabarzh 'vit dastum arc'hant da skoazell ar vedisined 'zo o klask modoù da bareañ ar re 'zo tapet fall gant kleñvedoù 'vel ar myopathie. Gant aozerien an Telethon 'ba kanton Gwitalmeze eo bet divizet kinnig ur mod all 'vit ar bloavezhioù tremenet da gemer perzh 'ban darvoud. Roet 'neunt lañs d'ur Challenge 'ba bro Gwitalmeze e penn kentañ ar miz-mañ. Padout 'raio beket ar 6 a viz Kerdu, devezh diwezhañ an Telethon 'ba Frañs. Muioc'h a displegadennoù gant Mikeal Konk ouzh mikro Erwan Blanchard. Gallout 'reer kelaouiñ Mikeal Konk war an niver a gilometradoù kaset gant an dud 'neunt divizet kemer perzh 'bar Challenge. war ar bajenn Facebook "Challenge Telethon A pieds et à velo".

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio