Peseurt efed 'n o an enkañ war an tavarnioù ?
Enket eo ar vro en dro adalek hiriv hag evit ur mizvezh da nebeutañ. E Roazhon ne cheñch ket kalz a dra evit labourerien an tavarnioù padal, hag a oa bet sarret o dorioù ur sizhunvezh abretoc'h gant ar prefetez. Dorian Clerbois a zo implijad e ostaleri ar Paper Timbr, un ostaleri arouezhius e nozvezhioù Roazhon. Evel an tri implijaf all er Paper Timbr, eo bet lakaet e dilabour darnamzer. 100% deus o goproù a vez kemeret en karg gant ar Stad. Dibaoe fin miz Gwengolo eo ar vuzul a zo bet lakaet e plas evit labourerien micherioù ar sevenadur hag ar sport. Met daoust hag e vo tra-walc'h ?