àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Tier-boued : gwerzhiñ predoù da gas

Tier-boued : gwerzhiñ predoù da gas

Lakaet eo ar restaorantoù hag an tavarnioù e-touez ar stalioù koñvers n'int ket aotret da digeriñ ha degemer pratikoù betek an devezh kentañ a viz Kerdu. Un diviz gant prezidant Bro-C'hall hag ar gouarnamant da geñver an eil lajad kenfinañ 'ba Bro-C'hall 'vit klask talañ ouzh red ar c'hovid 19. Memestra e kendalc'h lod ar restaorantoù da labourat 'vel "L'ocean gourmand" 'ba Landerne. Ouzhpenn ul leti eo "L'ocean gourmand" kar gwerzhet 'zo pesked gant ar stal ivez. Divizet eo bet fardañ predoù da gas da di an dud pe d'an embregerezhioù 'vit derc'hel gant al labour. Met memestra 'vo lakaet diaes ar restaorant poent pe boent 'vel 'pezh 'zo laret deomp gant Dylan Simon, mestr-keginer ar restaorant. Gant Erwan Blanchard. Embannet eo gant ar gouarnamant 'vo sikouret muioc'h ar stalioù 'rank serriñ e miz Du betek 10 000 euro e lec'h 1500 euro e penn kentañ ar bloaz. Betek fin miz Kerdu 'vo dalc'het ar steuñv da skoazell ar stalioù da baeañ o c'hopridi 'zo lakaet dilabour darnamzer. Nullet e vo ar c'hargoù sokial 'vit ar miz mañ ha kinniget da berc'henned peañ nebeutoc'h a dailhoù gant ma 'vo nullet ar feurm da baeañ...

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio