àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar gelennerien n'int ket evit lakaat ar protokol yec'hed e pleustr !

Ar gelennerien n'int ket evit lakaat ar protokol yec'hed e pleustr !

Un harz labour o deus graet ar gelennerien dimeurzh. Savet 'oant evit difenn o doare da labourat gant ar stad a urjañs. Diwar c'halv ar sindikadoù oa aozet manifestadegoù e Frañs. Evit ar vanifesterien n'eo ket aes lakaat e pleustr er c'hlasoù ar protokoloù bet bountet warno gant ar gouarnamant. Dibosubl eo dezho doujañ d'ar jestroù gwarez da skouer, hervezo. Goulenn a reont da vinistrelezh an Deskadurezh Stad muioc'h a beadra evit gwellaat an doareioù da labourat. Kant dek den 'oa er vanivestaged en Oriant dimeurzh, ha Yuna Cojean a oa bet eno da reportajiñ. En em gavet eo da gentañ gant Anton Kabon, kelenner war an istor-geo e brezhoneg. Displegañ a ra deomp ar reolennoù 'zo ret d'ober ganto er c'hlas. Manifestadegoù 'oa e Pondi ha Gwened ivez dimeurzh. Ar sindikadoù a zo en em gavet goude evit ober o soñj war ar mod da genderc'hel gant ar stourm.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio