Didier Mercier eo prezidant nevez Sonerion
Didier Mercier eo prezidant nevez ar c'hengevredad Sonerion. Kemer a ra plas André Keffeleg, bet prezidant e-pad dek vloaz.
Dilennet eo bet Didier Mercier d'ar 27 a miz Here. Goude bezañ labouret e Bro Normandi, an hini bet ganet e Remengol zo deuet ar c'hoant dezhañ distreiñ er Mor-bihan. Ur stummadur evit mont da skolaer divyezhek 'n eus graet neuze gant « Kelenn » e Kemper. Ezel eo deus Bagad Kevrenn Bro Logunec'h. Displegañ a ra deomp e vuhez e bed ar Sonerion. Ouzh mikro Yuna Cojean.
Kampionad an dapoulinerien o seniñ o unan a oa da vezañ dalc'het disadorn e Pondi. Dre berzh d'ar prantad-klozañ eo ampellaet ar c'hampionad.