Armoù nukleel : lakaet vo an TIAN e pleustr !
Ha cheñchomp sujed bremañ, domp war sujed an armoù nukleel.
Sinet eo bet an TIAN, an emglev evit difenn an armoù nukleel er bed, gant bro Honduras disadorn Dont a ra bro Honduras da vezañ an hanter-kantved bro o sinañ an destenn. Savet oa bet an TIAN e 2017 gant Kendiviz ar Broadoù Unanet, evit torriñ an armoù atomik. Ul lodenn eus ar broioù brasañ gant an armoù nukleel neus ket sinet an emglev, evel ar Stadoù unanet, Russia, China, Breizh-veur. Ha Bro c'hall kennebeut. Kristen Cloitre 'zo ezel deus ar gevredigezh Stop Nucléaire 56 Trawalc'h, ur gevredigezh a stourm a-enep an nukleel sivil ha soudard. Un tamm displegadennoù gantañ ouzh mikro Yuna Cojean.
Ha bremañ pa 'z eo bet sinet an TIAN gant an hanter-kantved bro er bed, e ranko bezañ lakaet da dalvoudekaat dindan 90 devezh.