Pedervet lodenn "Lennegezh e brezhoneg en 20 vet kantved" gant F. Favereau 'zo aet maez!
Ar podervet levrenn "Lennegezh ar brezhoneg en 20 vet kantved" skrivet gant Francis Favereau 'vo unan eus an nevezentioù pouezhus 'vo da gavout warc'hoazh 'ba Salons al levrioù 'ba Karaez. Gouestlet eo al levrenn se da lodenn diwezhañ an ugentvet kantved: etre ar bloavezh 1968 ha 2000. Kontañ a ra Francis Favereau ar chenchamantoù 'zo bet el lennegezh e brezhoneg d'ar poent se dre boltredoù skrivagnerezed ha skrivagnerien romantoù, 'pezhioù-c'hoari, barzhed, kazetennerien beket kanerien ivez. 'Bal levr e lak ar gaoz war Glenmor, Yann-Ber Piriou, Anjela Duval, Paol Keineg pe c'hoazh Fañch Broudig...Livañ 'ra un daolenn fonnus eus 'pezh eo bet al lennegezh d'ar poent se: pinvidig ha nerzhus memestra 'vit ur yezh 'oa tonket da vont da zero. Kontañ 'ra deomp 'pezh 'zo cheñchet 'bal lennegezh e brezhoneg adalek 1968..