àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kovid 19: "Keulfe" 'zo 'ba Ile de France hag eizh meurgêr 'ba Frañs

Kovid 19: "Keulfe" 'zo 'ba Ile de France hag eizh meurgêr 'ba Frañs

Abaoe disadorn, hanternoz, n'eo ket aotret annezidi rannvro Ile-de-France hag eizh meurgêr 'ba Frañs mont 'porzh etre 9 e noz ha 6 e beure. Kement se 'pado ur miz d'an nebeutañ. E fin ar sizhun dremenet eo Emmanuel Macron, prezidant Republik Bro-C'hall, 'neus divizet lakaat e pleustr ur c'heulfe 'vit klask, hervezañ, talañ eus red ar c'hovid 19 'bar meurgerioù. 'ba Aix-Marseille, Saint-Etienne, Lille, Rouen, Montpellier, Grenoble, Toulouse, rannvro Pariz ha Lyon. Pierig ar Vourc'h 'zo 'ba Lyon o chom. O kas studioù war ar matematik 'ba Normal Sup. E soñj 'neus roet da Erwan Blanchard war diviz 'ni 'zo penn Republik Bro-C'hall.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio