Ha divizet 'vo gant ar Ganaked hag ar Galedionaned mont war du an dizalc'houriezh?
Ha divizet 'vo gant ar Ganaked hag ar Galedonianed mont war du an dizalc'houriezh? 'Benn disul 'c'hallo ar 180 000 mouezhier 'ba Kaledonia-Nevez respont d'ar goulenn mañ: "Ha fellout a ra deoc'h 'teuio Kaledonia-Nevez dont da vezañ dizalc'h?" 'Ba emglevioù Noumea, 'oa sinet d'ar 5 a viz Mae 1998, 'oa meneget eo posubl aozañ tri referendum da gas Kaledonia-Nevez sa an didrevadenniñ. E 2018 'oa bet aozet an hini kentañ hag aet 'oa ar maout gant ar re fell dezho chom 'ba Republik Bro-C'hall gant 56,7% eus ar mouezhioù. An eil referendum 'vo dalc'het 'benn disul. Hag un trede hini c'hallfe bout aozet gant ma yafe an tu kreñv gant ar re 'zo evit chom 'ba Bro-C'hall. Annaïg Perroud 'zo 'ba hanter noz Kaledonia Nevez o chom abaoe 10 vloaz. N'hallo ket kemer perzh 'bar referendum kar n'eo ket ganet eno. Met memestra 'c'hall reiñ he soñj deomp war ar mod e tro ar jeu 'ba Kaledonia-Nevez un nebeut devzhioù araok ar votadeg. Gant Erwan Blanchard.