àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An distro-skol evit studieren Brest

An distro-skol evit studieren Brest

Ar studieren o deus adkavet o c'hlas 'ba Skol-veur. Bez ez eus ouzhpenn pemp mil studier warn-ugent e pep lec'h 'ba Brest. Ar skol-veur Victor Segalen he deus digoret he dorioù gant reolenn nevez abalamour d'ar c'hovid 19 evel-just. Met an distro skol zo ispisial ivez gant ul lodenn eus ar studieren. E 2019, an UBO en deus savet ur steuñv evit ober arboelloù abalamour d'ar c'hudennoù ekonomiezh 'ba skol veur. Neuze, neubeutoc'h a gentelioù a zo evit ar bloaz passed..evit ul lodenn eus ar stumadurioù. Un tamm testeni war an distro-skol 'ba Brest gant Josselin Thelohan, 'zo gant ul lisañs Brezhoneg ha Gwenola Giraudon, 'zo gant ur master FLE, « français langue étrangère » e galleg ouzh mikro Yuna Cojean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio