àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Skol e brezhoneg gant kelennerien na gomzont ket brezhoneg !

Skol e brezhoneg gant kelennerien na gomzont ket brezhoneg !

Gant an distro-skol e tizolo tud ar vugale penaos eo bet savet ar gartenn skol. Peseurt postoù a zo bet krouet, pere n'int ket bet, ha pere a zo bet lemet kuit. E bro Wened zo kudennoù gant un nebeut klasoù divyezhek e skolioù publik. E Ploue zo bet nac'het digoradur un hanter post, evit lakaat unan e galleg e plas. E Kistreberzh zo bet asantet digeriñ un hanter-bost evit ar c'hlasad divyezhek, mez a vo e galleg nemetken. Memes mod zo bet graet e Lokmikelik. Hag en Henbont n'eo ket ur post en e bezh a zo bet digoret, met un hanter hini nemetken. Manifestet o deus ar gerent e Gwened ar sizhun dremenet dirag an Ensellerezh Akademek da ziskouez int nec'het n'hello ket o bugale eskiñ brezhoneg evel ma faot. Tifenn Siret a zo dilennadez e kumun an Henbont en karg deus ar brezhoneg. Lâret a ra deus mikro Enora Molak e Radio Bro Gwened ar pezh a zo bet respontet dezho gant an Ensellerezh Akademek.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio