àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Deskiñ brezhoneg en linenn e c'hall an nen ober!

Deskiñ brezhoneg en linenn e c'hall an nen ober!

Bep bloaz en diskar-amzer eo ar mare ma c'hell an dud deuet divizout heuliañ kentelioù ha deskiñ brezhoneg. E Breizh zo 160 lec'h evit heuliañ kentelioù sizhuniek, hag evit ar re fell dezho mont pelloc'h 'zo 16 lec'h da heuliañ ur stummadur hir 6 pe 9 miz. (3 200 den o doa lakaet o anv e kentelioù sizhuniek warlene, hag e oant 360 oc'h heuliañ stummadurioù hir.) Evit Fulub Jakez, rener Ofis Publik ar Brezhoneg, ' zo un diouer a argant evit gellet diorreñ modoù all da gelenn, ha desachañ deskarded doare nevez. Pep hini a zo gant ar c'hoant deskiñ brezhoneg a c'hell galvañ Ofis Publik ar Brezhoneg, hag a ouio hentañ anezhañ pe anezhi tramek an aozadur pe ar mod stummadur hag a gloto gantañ pe ganti.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio