àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Deuet eo mare forum ar c'hevredigezhioù

Deuet eo mare forum ar c'hevredigezhioù

Miz Gwengolo a zo ivez miz an distro evit ar c'hleuboù sport, arzoù pe c'hoazh sevenadurel. Met gant ar c'hleñved-red eo diaesaet pep tra. Gellet d'an nen dibab e gleub n'eo ket ken anat-se avat. Gant kumun Kemper, evel gant kalzig kumunioù all er fin ar sizhun tremenet, zo bet divizet derc'hel sevel ur forum 'vit ar c'hevredigezhioù. Aozet eo bet memes tra evit ma vo digresket ar riskloù da lakaat ar virus kurunenn da redek etre an dud. E plas implij ur sal e park an diskouezhadegoù e Kemper zo bet implijet an div sal, ha dasparzhet an taolioù kuit na vefe re stank an dud. Ouzhpenn an dra-se n'eo ket bet aotreet ar c'hleuboù da lakaat ar weladennerien ha gweladennerezed da amprouiñ ar sportoù. Un emgav pouezhus tre eo ar forum bloavezhiek evit ar c'hleuboù, dezho da vezañ anavezet gant ar boblañs ha sachañ izili nevez. Bet eo Tunvezh Gwlagen-Grandjean oc'h ober un dro eno disadorn. Kavet he deus strollad capoeira MPT karter Penhars. Dominique Meynier paotr ar c'hapoeira, a oa deuet harpañ e strollad.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio