àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Restaorantoù ar Galon : an 28vet tro.

Restaorantoù ar Galon : an 28vet tro.

Hiziv emañ bet lañset eizhvet troiad àrn ugent ar Resto Du Coeur e Frañs a-bezh, kement ha reiñ boued d'an dud en arvar. E-kerzh an dibenn-sizhun dremenet eh eus bet gwelet kenlabourerien ar bank boued pe banque alimentaire é tastum pakadoù profet get pratikoù barzh gourmarc'hadoù. Pal ar bank boued eo reiñ peadra da zebriñ d'ar re ne c'hellont ket prenañ. Gêr-stur an aozadur eo : eskemm, reiñ, ha pep tra evit nitra. Berzh en eus graet ar c'houlzad dastum e-kerzh an dibenn-sizhun dre Frañs a-bezh met muioc'h-mui a dud a vez é c'houlenn sikour.Jean Moreau a labour a-youl-vat evit ar bank boued e Kemper a-c'houde 18 vlez bremañ. Displeget en eus monet-en-dro ar bank boued da Gatell Uguen.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio