àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

keleier 9e vintin

keleier 9e vintin

@@@Ar vugale ekempoù vakansiñ da vare ar c'horonavirus@@@ Gant Alan Kassis, buhezourez, deus mikro Neven Penneg. selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn : 113 den marvet, 4000 den gloazet ha 300 000 den hep ti : un devezh hanter goude tarzhadegoù Beyrouth e vez kontet an droukheuliadoù e kêr benn bro Liban. 75 vloaz 'zo e oa marvet 140 000 den e kêr Hiroshima, pa oa bet laosket bombezenn nukleel gentañ istor Bugel-den da gouezal war ar gêr Japonad. LGBT : tri zen a zo bet lakaet dindan ensell e bro Pologn, evit bezañ goloet delwenn Jesus gant bannieloù liesliv. Lakaet eo bet departamant ar Morbihan dindan evezh da geñver ar sec'hder gant ar prefeti. Hiriv e vo dasparzhet gant ar Post 1,5 milion a vaskloù d'ar Vretoned ha d'ar Bretonezed o vezañ gant nebeut a c'hounidoù. Difennet o deus Facebook ha Twitter skignañ ur video gant Donald Trump o tegas keloù faos war ar c'horonavirus.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio