àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Braserezh "Tri Martolod" : 250 000 euro evit sevel ur sal konsertoù

Braserezh "Tri Martolod" : 250 000 euro evit sevel ur sal konsertoù

Diaes eo bet ar maread enkañ evit lodennoù deus ekonomiezh ar vro. Gwir eo evit ekonomiezh an evajoù gant alkool, hag a vez evet boaz e pad ar gouelioù. Pep stal, bremañ, a rank kavout doareoù d'ober evit en em dennañ ha treuzveviñ. Lod, evel ar vraserezh Tri Martolod, a zo en em gavet en un taol kazi hep gwerz ebet ken dibaoe miz Meurzh. Ha divizet o deus respont d'an diouer a argant gant dispignoù braz ! Lañset en eus ar gooperativenn produiñ bier ur prantad rastelliñ argant a stroll. O fal eo brasaat ar savadur, a-benn bezañ gwelloc'h en o aes da aoziñ emgavioù braz, a lâr Lou Millour deomp. Deus 250 000 euro 'n eus ar Scop ezhomm en holl. Gall a rit kavout raktres Tri Martolod da vezañ argantaet war al lech'ienn Kengo : www.kengo.bzh/projet/2654/zone-libre

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio