Ar c'hantat « Ar Marh Dall » a zo o vezañ savet a nevez !
Goude al levrig-pladenn « Kan ar Bed » hag en oe graet berzh daou vloaz 'zo, emañ an embannadurioù « Bannoù-Heol » gant un eil raktres braz. Lazoù-kanañ breton ha korsad, laz-seniñ Bulgaria, binvidiri hengounel hag ar-nevez,... ur c'henlabour etrevroadel a vo ar wezh-mañ c'hoazh, evit lakaat da glevet en dro un oberenn deus fin ar bloavezhioù 1970. Skrivet voe bet « Ar Marh Dall » gant Job an Hirien da neuze, da zivuniñ ar Vreton-ezed a-raog ma vefent kollet en ur sevenadur bedelaet.
Arno Elegoet, rener an embanndurioù « Bannoù-Heol », a gav dezhañ eo ur stourm a-vremañ kement hag e oa er bloavezhioù 1970.
Daleet eo bet aenrolladennoù ar bladenn evel just, dre ma n'eo ket bet posubl mont da vBulgaria e pad mizvezhioù. Emichañs e loc'ho an enrollañ en dro a-benn miz Eost.