àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar brezhoneg er vachelouriezh...

Ar brezhoneg er vachelouriezh...

N'hell ket an holl liseidi hag o defe c'hoant gellet tremen ar brezhoneg er vachelouriezh. Gant reform al lise degaset gant minist an Deskadurezh Stad Jean Michel Blanquer bloaz 'zo eo bet cheñchet ar reolennoù. Dibaoe daou vloaz e vez klasket gant ar gevredigezh Divyezh lakaat ar Vinistrelezh da gompren e ya reform nevez al lise enep mat ar brezhoneg hag ar yezhoù rann-vro all. Goude bezañ diskleriet e voe nebeutaet an niver a eurvezhioù kelenn e brezhoneg el liseoù publik ar bloaz-mañ gant ar reform, e vez bremañ lakaet war wel ganto e vir da liseidi 'zo gellet tremen o amprouennoù brezhoneg er vachelouriezh. Muioc'h a zisplegadennoù gant Remi Toulhoat, prezidant ar gevredigezh Divyezh Breizh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio