àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

keleier 8e vintin

keleier 8e vintin

@@@Gounezet ur bloavezh tenn-anal gant an tañva d'ar brezhoneg@@@ Gant Margaux ar Wern stummerezh er gevredigezh Mervent, ha Herve Naotroù, kenbrezidant ar gevredigezh KLT. Emaint an daou deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean selaouit ar pennad-kaoz @@@Aet eo Elmar Ternes, yezhoniour brezoneg Enez Groe, d'an Anaon@@@ Gant Fañch Broudig deus mikro Neven Penneg selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en ouzhpenn : E asant a zo bet roet dec'h gant ar c'huzul Stad, evit ma vo kresket frejoù Skol-Veur ar studierien estrañjour. Un c'hred tailhoù a vo roet d'an tiegezhioù hag a c'houmanant da ur gazetenn. Digollet vo un darn deus an tier-boued gant an asurañs Axa goude o c'holloù dre gaoz da enkadenn ar C'hovid 19. Digresket eo gwerzioù ar pestisidoù er bloavezh 2019. Dilennet eo bet Christiane Lambert en dro e penn ar sindikad labour-douar FNSEA. 180 den a zo bet harzet dec'h e Hong-Kong gant an aotrouniezhioù Chinad, 7 outo hervez al lezenn nevez war ar surentez broadel.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio