àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur c'hlasad divezhek en arvar e Naoned...

Ur c'hlasad divezhek en arvar e Naoned...

Un daou-ugent a dud a oa bodet mintin-mañ da 8 eur hanter dirak skol div yezh ar Marsaodi e Naoned evit stourm a-enep ma vefe serret ur c'hlasad divyezhek. 68 bugel a zo skoliated en enten divyezhek rannet e tri c'hlasad evit ar re vihan. Daou ha pevar-ugent bugel a zo skoliated er c'hlasadoù a-us ha rannet war pevar c'hlasad. Daoust da-se oa bet embannet d'ar 6 a viz Ebrel ziwezhañ gant ar rektor di e vefe serret ur c'hlasad er skol. Evit prezidantez kevredigezh Divyezh Naoned Solena Danilo ez eus un diouer a skolaerien evit ober skol e divyezhek. Ma vefe lemet kuit ur c'hlasad war ar pevar c'hlasad, lakout a rafe ar skolaerien da labourat gant tri c'hlasad dreistkarget. Selaouomp Mallorie Creac'h skolerez e skol divyezh ar Marsaodie e Naoned hag oa o vanifestiñ mintin-mañ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio