Teir listenn 'vo war ar renk er Relecq-Kerhuon 'benn disul da geñver eil tro an dilennadegoù kêr...
Teir listenn 'vo war ar renk 'er Relecq-Kerhuon 'benn disul da geñver eil tro an dilennadegoù kêr. Al listenn 'zo kaset gant Laurent Peron 'oa erru e plas kentañ da geñver an dro gentañ gant 47 dre gant eus ar mouezhioù. En eil plas, gant 27 dre gant eus ar mouezhioù, 'oa en em gavet al listenn savet gant Jean-Marie Fourmantin e anv La Republique en Marche. Hag en trede plas, skoazh ouzh skoazh gant LREM, eo Marie Quetier hag ar re C'hlas 'oa bet heuliet gant un tammig muioc'h 'vit 26 dre gant eus ar mouezhioù. 'Vel e kumunioù all 'giz Plouzane, da skouer, o doa divizet listennadoù an tu kleiz hag ar re c'hlas tremen hep en em lakaat asambles 'vit an eil tro. Chañsoù bras 'zo e zafe ar maout gant Laurent Peron. An dibab se 'za mat tre da Jakez-Erwan Mouton, 'vo war renk a'benn disul gant ar re C'hlas. Pelloc'h gantañ deus mikro Erwan Blanchard.