An UDB a-enep ma vefe daleed an dilennadegoù rannvro...
Ha daleet vefe dilennadegoù Rann-vro 2021 ? E kerzh ur pred gant pennoù braz « Rann-vroioù Frañs » dek devezh 'zo, 'n eus Emmanuel Macorn embannet ar soñj. Daleañ a rafe anezho da c'houde an dilennadegoù prezidant. An arguzenn ofisiel eo derc'hel gant ur bolitikerezh poellek, hep troc'h dezhi, da adlañsiñ an ekonomiezh goude kleñved ar c'horonavirus.
Ar strollad broadelour Unvanivezh Demokratel Breizh a zo a-enep
d'ar soñj-se koulskoude. Int a zo gant ar c'hoant adaozañ an dilennadegoù rann-vro ivez met en ur mod-all. Trefina Kerrain deus an UDB a zo deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.