àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Penaos eo bet bevet mared an enkañ gant ar vugale...

Penaos eo bet bevet mared an enkañ gant ar vugale...

Penaos eo bet bevet maread an enkañ gant ar vugale ? N'eus ket bet goulennet kalz o ali ganto. Ar gevredigezh « La boite à mots », staliet e kêr Lille e bro Flandrez, a oar marteze gwelloc'h eget ar re all. He fal eo mont d'ar skolioù da lakaat ar vugale da lâret ar pezh a soñjont o skrivañ lizhiri. Respontet vez dezho goude-se gant tud a youl-vat. E pad daou viz n'o deus ket gellet labourerien « La boîte à mots » gwelet ar vugale dre benn d'an enkañ, met dibaoe an distro er skolioù e welont lod anezho en dro. Esyld Karval-Kolas a labour er gevredigezh-se. Lâret a ra deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean petra zo bet lâret dezhi gant ar vugale.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio