200 den o stourm a-enep da glud yer ramzel Plaodren...
Bodet oa dec'h da 6 eur un daou c'hant a dud dirak ti-kêr Plaodren evit stourm a-enep d'ur raktres klud yer ramzel. E-miz Meurzh e-pad ar prantad kraouiañ en doa prefeti ar Mor-Bihan roet e asant evit ma vefe savet ur c'hlud yer ramzel o vodañ 178 000 yar war ur goread a 6000m2 e kumun Plaodren. Da lavaret eo 30 yar dre m². 50 000 euro vefe planted er raktresoù a seurt-se gant rannvro Breizh. War al lec'h oa bodet meur a genstroll : La Confédération paysanne , dour ha sterioù Breizh pe c'hoazh extinction rébélion ha kalzig a strolladoù all. Vincent Alain ezel eus ar strollad Extinction Rebellion ha Marine Robaste ezelez eus confédération paysanne ar Mor-Bihan o doa roet o soñj e-pad ar vanifestadeg war ar raktres :