En Alre 'vo manifestet 'vit sevel ur bed nevez!
Ur vanifestadeg a vo 'benn disadorn en Alre troet war-zu an endro hag ar sevenadurioù. Anv an darvoud : "Stourmomp evit ur bed gwelloc'h, yac'hus ha kengred". Meur a genstroll o deus divizet aozañ an darvoud, en o zouez : kenstroll "Ar roz-aer", "Use for climate", Kenstroll "Collectif Alréen pour le climat", "Extinction rébélion" hag ar gevredigezh "Toil ar roñsed dir".(E-touez mennozhioù pennañ ar vanifestadeg e kaver ar re se : produiñ nebeutoc'h, en un doare lec'hel hag hep implijout pestisidoù, mont gant ar velo e plas mont gant an oto. Difenn sevenadurioù ar vro, stourm 'vit ne vefe ket gwerzhet eil tiez, tiez 'vit ar vakañsoù, ken er vro..(Kristell Beauto ha Kevin Blackewll a zo izili eus ar gevredigezh "Toil ar roñsed dir", ur gevredigezh hag a zo troet war zu brudañ implij ar marc'h-houarn e plas an oto. Muioc'h a zisplegadennoù ganto ouzh mikro Neven Penneg.((