Distro an holl skolidi ha skolajidi 'benn dilun...
Benn dilun e ranko an holl skolidi ha skolajidi mont d'ar skol en-dro, hervez 'pezh 'noa embannet Emmanuel Macron dec'h. Abaoe eo bet digoret ar skolioù en dro, ur miz 'zo, n'eo nemet ur c'hard eus ar vugale 'zo bet degemeret 'e Bro Frañs a-bezh. Ranket 'o doa ar gelennerien doujañ deus ur protokol strizh: 15 bugel d'ar muiañ 'er memes klas gant ur metrad etre pep bugel, dougen masklou ha kement 'zo. 'Vit c'hoazh n'eo ket sklaer a-walc'h raktres ar gouarnamant ha prezidant Republik Bro-C'hall 'vit ul lodenn eus ar gelennereien, 'vel Fabris Kadou, kelenner war an istor-douaroniezh e Kastell-Paol ha Montroulez.