àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

O klask emañ ar gouarnamant, ar sindikadoù hag ar batroned ur mod da « saveteiñ an implijoù »

O klask emañ ar gouarnamant, ar sindikadoù hag ar batroned ur mod da « saveteiñ an implijoù »

Dibaoe dimeurzh e vez eskemmet etre gouarnamant, sindikadoù ha patroned da gavout ur mod da « saveteiñ an implijoù ». Gant enkadenn ar c'horonavirus zo ur c'hresk braz tre a dud oc'h en em gavout dilabour. Kresket eo dreist holl an niver a dud dilabour e kategorienn A, da lâret eo zo tud 'zo a gave un nebeut kontradoù du-mañ-du-hont mez a voe sikouret gant an UNEDIC atav : ar re-se bremañ a zo hep labour ebet, ha niveret e kategorienn A. Merzet 'vez ivez eo evel just al labourerien gant kevradoù bresk hag en em gav hep netra. Mez dont a raio muioc'h muiañ a dud war varc'had al labour ivez goude freuz ar stal a implije anezho. Da vestroniañ an niver a dud dilabour neuze e kinnigo ar Stad da lod embregerezhioù lakaat o implijidi e chomaj darn amzer war an hir dermen, hag e vo kompezet gopr an implijdi gant ar Stad. Andre Gars, deus sindikad ar CFDT a lar penaos e tlefe bezañ lakaet en pleustr deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio