PJ Helias ha Bro-Vigouden 'vo diskouezhet war Arte!
A-benn nebeut e c'hello an Alemaned, ar Fransizen, hag arvesterien Europad all ar chadenn Arte, dizoleiñ bro Vigouden dre sell Pêr-Jakez Helias. An abadenn « Invitation au Voyage » a zo un heuliad reportajoù berr, pemdeiziek, hag a lak an dud da zizoleiñ ur vro, dre he sevenadur hag un arzour liammet ganti. Savet zo bet nevez 'zo filmouigoù diwar benn bro Aodoù-an-Olifant gant ar c'haner reggae Alpha Blondy da skouer, unan all diwar benn kêr Krakow e Pologn gant ar saver filmoù Kieslowski, bro Saoz gant ar skrivagner Roald Dahl, pe c'hoazh tostoc'h outomp, diwar benn bro ar Perigord a dreuz buhez hag oberenn Claude Chabrol.
Anne Lossouarn, sevenourez o kenlabourat ingal gant Arte, a zo a orin deus Kemper ha tomm da Vreizh. Dibabet he deus sevel ur rann diwar-benn bro Vigoudenn, oc'h heuliañ buhez hag oberenn Pêr-jakez Helias. Fañch Broudig hag an eus bet anavezet mat ar skrivagner breton, a zo bet goulennet digantañ kemer perzh er film. Emañ deus mikro Tunvezh Wlegen-Grandjean.
Diskinnig : Desket vo arvesterien Arte war ar cheñchamantoù c'hoarvezet da Vreizh en XXvet kantved, e kerzh unan deus an abadennoù « Invitation au Voyage » neuze. N'ouzer ket resis pezavare e vo skignet ar rann-mañ evit c'hoazh ; a-benn an diskar-amzer e vo graet moarvat.