Gant an divac'hañ eo poent da stajidi Stumid kejañ ouzh brezhonegerien hengounel!
Distro Skol zo a-bep tu, war-lerc'h ma oa bac'het an dud 'bar gêr. E stumdi, skol stummañ war ar brezhoneg, 'oa chomet ar stajidi en o zi da zeskiñ a-dal d'o skrammoù e-pad sizhunvezhioù. Arru poent dezhe mont war an dachenn ha kaout digarez da gomz gant tud all war-eeun. Ar pezh zo kinniget dezhe abaoe teir sizhunvezh eo mont lec'h-mañ-lec'h da dizoleiñ broioù ha kejañ ouzh tud diwar-dro, brezhonegerien a-vihanik anezhe. Dimerc'her 'oant 'ba bro-Dreger, e-kostez Lannuon, asambles gant o stummer Dewi Siberil, un toullad pozioù gantañ da gompren pelloc'h. Ur pennad-kaoz gant Tudual Karluer.