Kenderc'hel a ra luskad ar roz aer da stourm...
Galv luskad ar roz aer a zo lañset en-dro fenoz e pep lec'h e Bro Frañs. Ar galv-se oa bet lañset da gentañ gant kazetenner Charlie Hebdo Fabrice Nicolinno d'an 12 a viz Gwengolo 2018. Pal ar stourm a zo en em vodañ e pep lec'h e bro Frañs 1 wech ar miz a-benn skarzhañ implij an holl bestisidoù el labour-douar. Ar raktres oa bet lañset war 2 vloavezh. Ar prantad kraouiañ en deus miret an dud en em vodañ ha manifestiñ war ar memes tro. Met n'eo ket bet disoñjet pezh zo c'hoarvezet da geñver implij ar pestisidoù e pad ar prantad kraouiañ. Andrea ar Gall a zo stourmerez e luskad Roz Aer Pondi. Dipited bras oa bet pa oa bet aotreed al labourerien-douar da daoler pestisidoù tostoc'h deus an tezh gant pennoù bras ar gouarnamant.