An tier-krampouez lakaet diaes gant ar c'hleñved-red
Mallus-tre eo evit ar pretioù hag an tavarnioù degemer tud en-dro kuitaez da chom hep ober freuz stall. Hervezh dibaboù pennoù bras ar gouarnamant e c'hellfe ar pretioù hag an tavarnioù degemer pratikoù en-dro adalek penn kentañ miz Even.
Evit dec'hel gant o stall o deus divizet lod eus an dud kavout un doare all da zastumm arc'hant. Christophe Bernard a zo o dec'hel an ti krampouezh « au coin tranquille » e kummun Kistinnig. Serret eo ar preti abaoe an 13 a viz Meurzh. Divizet en deus Christophe Labourat en un uzin troet war ar gounezvouederezh (agroalimentaire) en ur c'hortoz digeriñ en-dro e stall.
Muioc'h a zisplegadennoù gantañ deus mikro Neven Penneg.