Kresket eo an niver a gezeg houarn gwerzhet.
Gant ar C'horonavirus 'zo klasket modoù all 'vit an oto, ar busoù pe an tramm evit mont ha dont 'e kêr. Muioc'h a dud war o velo 'weler war an hentoù bremañ. C'hoant ober sport pe tremen hep bezañ rediet mont gant an trasnportoù foran kuit da bakañ ar c'hovid 19. 'Pezh 'zo sur eo kresket an niver a beloiôù bet prenet er stalioù lec'h ma 'zo gwerzhet kezeg-houarn. Kement 'zo displeget deomp gant Benoit Argouarc'h 'zo marc'hadour en ur stal sport brudet 'e bro Brest.
Labour da gempenn ar c'hezeg-houarn 'zo ivez. Divizet en deus ar gouarnamant reiñ 50 euro d'ar re a gaso o velo da renkañ en ur stall izipisializet 'vit gellout implijout 'anezhañ e plas an oto 'vit mont da labourat.