N'eo ket sklaer an traoù c'hoazh evit ar c'hampoù vakansiñ...
Abaoe penn kentañ ar sizhun zo krog bugale da vont d'ar skol adarre. Evit a sell mont da gampoù vakañsoù 'vat, n'eo ket sklaer penaos troio an traoù c'hoazh. Nullet eo ar pennadoù skol en diavaez betek fin ar bloaz, sizhunvezhioù d'ober anaoudegezh gant ar maezioù, ar mor, ar menezioù pe se. Hag evit an hañv ne oar ket 'nen c'hoazh pe vo deus kampoù vakañsoù pe ne vo ket. Paket fall eo ar re a ra o micher deus degemer bugale 'ta. Dorig ar C'hraz zo staliet e Tremargad e kreiz Breizh en ur menaj ma vez degemeret bugale, klasadoù 'hed ar bloaz ha dreist-holl adalek miz Ebrel, ha strolladoù evit ar vakañsoù. Tammoù displegadennoù gantañ. deus mik TK